|
Brudet eo Gouel ar Broderezed e touez ar gouelioù hengounel meur e Breizh.
Gounezet ganti e 1995 priz meur Gwarez an Arz. Adalek 1954, pa oa bet krouet,
eo aet war greskaat ha nevesaat o tegemer hiriv kalz strolladoù hengounel
breizhad ha daou strollad etrevroadel. Ar bloaz-mañ, evit ar 55 kwech,
e kargo Gouel ar Broderezed straedoù Pont 'n Abad, kerbenn ar Vro Vigoudenn
gant lusk ar gouel, pazioù ar danserien ha tonioù ar sonerien. Setu
roll ar gouelioù : Yaou 10 Gouere : Kinniget 'vo gant
Kelc'h keltieg " Eostiged Ar Stangala " e abadenn son-ha-gouloù
anavezet " Breizh Side Storioù " war leurenn an Triskell Pont
'n Abad. Kampion Kendalc'h e Breizh, ar strollad glazik a zo brudet evit kalite
hag orinelezh e arvestoù. En araok e vo dizoloet an Trio Ozan, o veskañ
mouezhioù, binvioù hengounel ha arnevez, a lako ac'hanoc'h da gantreal
e Breizh. Gwener 11 : Da lodenniñ war leurenn an Triskell
e vo startijenn pemp arzhour, Dominique MOLARD, Yvon MOLARD, Ollivier LEROY, Stéphane
SOTIN ha Jacques MOREAU en abadenn " Stok an Dans " o liammañ
sonerezh hengounel, tonioù hag luskoù à vremañ. En
araok lidet vo kampionoù Gouel ar Bredorezed : Kerlc'h Keltiek Ar Vro Vigoudenn
Pont 'n Abad (Kampion Breizh War'l Leur 2007) ha Bagad Cap Caval (1añ e
kampionat ar bagadoù 1añ rummad 2008). An daou strollas-se à
ginnigo deoc'h o gwellañ leurannañ. Frommet e veoc'h gant an dilhadoù
pinvidik, al livioù, an tonioù hag al leurennañ a live gant
tud a vicher. Sadorn 12 Gouere : Gouel strewet er straedoù
Kêr Pont 'n Abad gant dibunadeg ar vugale, kenstrivadeg gavotenn, micherioù
kozh
Gant un tan-arvest-sonerezh bras war lenn ar C'hastell e echuio an
nozhvezh. Sul 16 Gouere : Taol pennañ ar Gouel, an devezh-se
a grogo gant un overenn vrezhoneg ba'Iliz Intron Varia ar Garmez heuliet gant
un dibunadeg-abadenn er straedoù ar Ger. Goude kreisteiz e tañso
ar strolladoù war al leurioù betek dilennadeg Rouanez Nevez ar Broderezed.
En abardaez, goude Bale ar Sonerien hag Abadenn d'ar Rouanez e vo Fest-Noz kaset
a-benn gand ar Sonerien Du war plasenn an iliz. Evit muioc'h a ditourioù
e c'hellit kejañ ganeomp dre al lec'hienn www.fetedesbrodeuses.com pe dre
Ofis Touristelezh Pont 'n Abad, 02-98-82-37-99, plasenn ar Marc'hallac'h http://www.ot-pontlabbe29.fr.
|