 |
Fête des Brodeuses - Accueil e brezhoneg |
 |
 |
|
 |
 |
 |
 |
 |
 |
 |
 |
Brudet holl eo Gouel ar Broderezed e touez ar gouelioù hengounel e Breizh.
Gounezet ganti e 1995 priz meur Gwarez an Arz. Adalek 1954, pa oa bet krouet,
eo aet war greskaat ha nevesaat o tegemer hiriv strolladoù hengounel breizhad
ha strolladoù etrevroadel. Ar bloaz-mañ, evit ar 56 kwech, e kargo
ar Gouel straedoù Pont n Abad, kerbenn Bro Vigoudenn gant lusk ar
gouel, pazioù ar danserien ha tonioù ar sonerien.
Setu
roll ar gouelioù :
Yaou 9 Gouere : Da 9 e en Triskell
e vo kinniget gant Boulinerien ha Clan d'Oiche un abadenn geltiek livioù
ar mor ganti. Fermiñ e Ti an Douristed. Plasenn ar March'allac'h. Plasoù
niverennet : 10€.
Gwener 10 Gouere : War leurenn an Triskell
da 9e noz e vo krouet gant Bagad Cap Caval (Kampion Breizh ar Bagadoù 2008)
ha Kelc'h Ar Vro Vigoudenn an abadenn Olole. Ar pep gwellañ
eus dañsoù ha sonerezh hengounel Breizh oc'h ijinañ, o nevesaat
ar glad deomp-ni. El lodenn gentañ, CELENOD, o tont eus Bro g/Kanak a zegaso
heol war Bro Vigoudenn. Fermiñ e Ti an Douristed. Plasoù niverennet
: 15 €.
Sadorn 11 Gouere : Gouel strewet er straedoù
Kêr Pont n Abad. Da 10e ha 14e 'vo kib Yann-Gaourantin Ar Gall, kenstrivadeg
dansoù ha sonerezh Bro Vigoudenn. Adalek 11e30, sonerezh gant Bagad ar
Re Goz. Adalek 4e30 da 8e30 dibunadeg Bugale ar Vro. Lidet vo da 18e30 un overenn
vrezhoneg baIliz Intron Varia ar Garmez. Da 7e abadenn dirak ar C'hastell
gand ar Vugale, Kanaked Célénod, Forestins (Berry), Dansas
e cantares do minho da Lisboa (Portugal), Bagad Cap Caval ha Kelc'h Ar Vro
Vigoudenn. Da 8e Micheriou coz dArgol hag abadennoù en
ostalerioù. Gant un tan-arvest-sonerezh (goude 11e) bras war lenn ar Chastell
e echuio an nozhvezh.
Sul 12 Gouere : Taol pennañ ar Gouel,
un dibunadeg-abadenn, 21 strollad (Berry ha Portugal enno) er straedoù
ar Gêr. Goude kreisteiz e tañso ar strolladoù war al leurioù
betek dilennadeg Rouanez Nevez ar Broderezed. En abardaez, goude Bale ar Sonerien
hag Abadenn dar Rouanez e vo Fest-Noz kaset a-benn gand ar Sonerien Du war
plasenn an iliz.
Prizhioù : Sul penn da benn, 9e 20e
: 9€, 3€ Fest-Noz : 7€ Devezh Sul ha Fest-noz : 13€
Ofis
Touristelezh Pont n Abad, 02-98-82-37-99, plasenn ar Marchallach.
|
|
|
 |
 |
Fête des Brodeuses© et An Tour Tan©
sont des marques déposées.
Site internet enregistré à la CNIL (Commission Informatique et Libertés).
La reproduction ou l'utilisation, sous quelque forme que ce soit, de nos
informations, est strictement interdite sous peine de poursuites judiciaires.
|
 |
|